+33(0)2 96 37 00 08

 


 

Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion

 



info@distillerie-warenghem.com

 

 


 

 

Pelec’h kavout hon wiskioù ?

 

 


 

 

Stal

 

Image thumbnail

Hon ampartiz

Toud hon ampartiz da servij Armorik

Abaoe 1900, ger-stur an uzin lambig eo ‘Gwelloc’h bepred’. Evit ma heuliomp hon ger-stur, an uzin lambig a laka uhel tre ar varrenn evit dibab ar gwella danvezioù ha n’eus nemet ar gwellañ pourvezerien a vez dibabet evit respontiñ d’hon goulennoù. Toud hon produioù a zo krouet ha koshaet en uzin lambig. Evel peb uzin lambig artizanel, nac’hañ a reomp peb izelaad war ar galite hag hon wiskioù eo prouenn hon gouestladur d’ar wellentez.

Hon danvezioù

Dour mammenn Rest Avel ‘demeurañs an avel’, a gaver 100 m e donder dindan an uzin lambig. Pur ha sklaer, an dour a zo skañv e kalc’h, merket gant greunvaen an arvor breton.

Edoù :
– Heiz malted evit ar maltoù a ouenn Armorik, eus Breizh hag ar Frañs.
– Gwinizh evit ar wiskioù koublet, eus Breizh ha heb bezañ kemmet hervez o genoù organegel.

Abaoe 2015 e labouromp gant edoù a orin biologel. A-benn 2020, an holl edoù a implijimp a vo a orin biologel.

Ar maltach

A-raok bezañ digaset d’an uzin lambig, an heiz a implijomp a c’hle bezañ malted. Gwechall ar maltañ veze graet en uzinoù lambig o unan, hiziv an deiz e vez leusket ar maltañ d’an uzinoù ispisialiset.
Dav eo brochañ eginadur an heiz en ur c’hlebiañ anezhañ ha neuze leuskel anezhañ da eginañ, a-raok sec’hañ anezhañ. Ar bazenn beurbouezus-mañ a bermet da brientiñ ar greun evit bezañ breset. Keit e vez oc’h eginañ, ar greun heiz a brodu enzimoù a chañcho an ampez e sukr pa teuont da vezañ breset.

Ar maladur hag ar bresadur

Neuze e malomp ar malt en ur vilin evit kaout ur bleud gros graet grist anezhañ. Dav e vez bezañ resiz tre gant ar maladur evit bezañ gouest da gaout ur bresadur parfet : re a vleud, ha dond a raio pouloudoù war wel ; re a blusk ha ne vo ket gwall vad eztennadur ar sukr.
Ar grist a vez mesket gant dour keit e vez graet ar bresadur (evit roi deomp ar bres). Dav vez meskañ an dour hag ar grist da wrezverk 63°c. Ar gwrezverk-mañ a bermet chañchamant parfetañ an ampez e sukr dindan oberiantiz enzimoù ar malt.
Da c’houde e tastumomp ar fro (an dourenn sukret a zeu eus bresadur an dour hag an edoù). Ober a reomp hon seizh posubl da gaout ar fro muiañ sklaer posubl evit kaout ur wiski frondeg ha ront.

Ar penton bresañ en deus ur foñs toullet-didoullet a leusk ar fro da zeverañ er-maez. Ar penton a zalc’h ar restachoù solut a vez roet d’ul labourer-douar evit boueta e loened.

La cuve de brassage possède un fond perforé qui permet de laisser s’écouler le moût tout en conservant les résidus solides qui sont donnés à un agriculteur local pour nourrir le bétail.

Ar goadur

Diblaset e vez ar fro e pentonioù goiñ anvet « washback-où ». Ouzhpennet e vez goedennoù, diorroet ez ispisial evit ezhommoù ar wiski, evit brochañ ar goadur.
En hon uzin lambig ar goadurioù a bad etre 3 ha 4 devez. Oberiantiz ar goedennoù a chañch ar sukr e alkool hag a leusk tec’hel gaz karboneg ha gwrez en ur ziorren ur palikedad frondoù a ro o ferzhioù d’ar wiski da zont. An dourenn a zeu er-maez, ar wash, en deus un derez 8 da 10 % Vol.
Implijout a reomp diou vammenn a oedennoù, dibabet evit kaout ar frondoù c’hoantaet hag ar rentamant gwellañ : unan eus ar mammennoù a zo choazet evit e c’hallout da broduiñ alkool hag an hini all evit e ferzhioù frondeg. An eil mammenn a c’hoedennoù, ouzhpenn chañchañ sukr en alkool, a brodu ur bern kediadoù a eil renk a roio tout blaz ar frouezh ha korf hon wiski da zont. Muzuliadur ar goedennoù-mañ ha gwrezverkoù ar goadur a zivizo peseurt blaz en do hon wiski da zont hag ar blaz frouezhus a eo perzh Armorik.

Ar strilhadur

Implijout a reomp strilherezhoù kouevr mod Bro Skos, anvet pot stills, fardet ez ispisial evidomp e Cognac bremañ ouzhpenn 25 bloaz a zo, evit diorren frondoù difer Armorik. Ar wash zo tommet er c’hentañ strilherezh (ar wash still) evit bezañ strilhet ar c’hentañ gwech.
An alkool a sav en aezhennoù, ar re glouarañ a wlizhenno en dogenn a-raok bezañ adaezhennet, setu an argerzh anvet rectification. An aezhennoù a base war-lerc’h dre ar gwlizhennerezhoù evit dont en-dro da stad un dourenn.
An eil strilhadenn vez graet an deiz war-lerc’h en ur strilherezh bihanoc’h (ur spirit still). Diouzh an eil strilhadenn-mañ, ne zalc’homp ket met kalon ar strilhadenn (le cœur de chauffe) e-lec’h-ma kavomp ar frondoù pinvidikañ ha muiañ pur. En uzin lambig, ober a reomp eztennadurioù uel a-walc’h a-benn delc’hel an darn vrasañ eus ar frondoù (ar lodennoù muiañ dilikat eus ar strilhadur) en hon strilh. Stumm hon spirit still, bihan ha tev, a bermet deomp da gaout, en nespet an eztennadurioù uhel, ur strilh oleveg ha ront.
Ar ‘pennoù’, kentañ eztennadurioù ar strilhadenn, hag al ‘lostoù’, eztennadurioù fin ar strilhadenn, a zo kemeret evit bezañ adstrilhet goude. An argerzh strilha doubl a bermet deomp da greñvaat an alkool evit kaout un dourenn gant un derez a ouzhpenn 70% Vol. En ur bloaz, strilha reomp 150 000 litrad alkool pur).

Ar c’hosaat

Da heuil ur c’hentañ koazh dour, ar strilh zo digased da 63% alkool a-benn bezañ lakaet en fustoù derv evit koshaat. Implijout a reomp ouzhpenn ur seurt fust :
– fustoù koz bourbon (wiski graet er Stadoù Unanet) a zigas un douster hep ifamañ perzh frouezhus hon strilh ;
– fustoù koz Xérès (pe Sherry Oloroso, graet er Spagn) a zigas ur blaz frouezhus gredus hag ispisuz ;
– fustoù derv eus Breizh : a drugarez d’ur c’henlabour a ouzhpenn 15 bloaz gant an ONF ha toneller diwezañ Breizh, Jean-Baptiste Le Floc’h a Douarnenez, hon beus fardet fustoù derv eus koajeier ar C’hrannoù ha Breselien. Ar fustoù-mañ a zigas o blaz sukret naturel ha notennoù koadeg dilikat.
Keit emaint o koshaat, eskemmoù gazus a c’hoari dre ar c’hoad derv. Dre-se peb hin, peb bro, a ro e zoare ispisial d’ar wiski.
Hon fustoù a goshaa dindan an hin a vor a zo liammet da arvor hanter-noz Breizh : an amzer zo dous (klouar ouzh ar gouañv, fresk ouzh an hañv) hag an oabl a c’hall cheñch penn-da-benn en un nebeut eurvezhioù etre barradoù glav ha heol trellus. Didan an hin klouar-mañ, ‘lodenn an aeled’ (d.l.e. al lodenn eus an alkool a ya en aezhenn beb bloaz) a sav beteg tro 3% en hon magazennoù.

Tout au long du vieillissement, des échanges gazeux se produisent au travers du chêne. Ainsi chaque climat, chaque région, donne sa typicité au whisky.

Nos fûts vieillissent sous le climat maritime propre à la côte nord de la Bretagne : les températures y sont douces (clémentes l’hiver, fraîches l’été) et le ciel peut alterner en quelques heures épisodes pluvieux et soleil éblouissant. Sous ce climat doux, la part des anges (le contenu du fût qui s’évapore chaque année) s’élève à environ 3% dans nos chais.

Koublañ ha boutailhañ

Hon Mestr magazennoù a choaz ar fustoù prest evit ar boutailhañ.
Neuze e komañs pazenn ar c’houblañ. Dav e vez koublañ etreze fustadoù disheñvel gant frondoù disheñvel a-benn kinnig ar wiski muiañ kempoues posubl. Da heuilh koazh diwezhañ tout hon dour mammenn, eo prest ar wiski da veza boutailhet.