46% – 70cl
Azvadur : Azvet en ur fust derv breton ha da c’houde en ur fust sherry Oloroso.
Arouez ar pez a zalc’h stard hon uzin lambig dezhañ, Armorik Double Maturation a laka war wel kalite hon ampartiz ha pegen tomm omp d’hon bro vreton. Neuze eo koshaet e fustoù derv ispisial eus koajeier Breizh, fardet gant an toneller breton diwezañ tout. War-lerc’h un nebeut bloavezhioù, ar wiski a vez lakaet e fustoù sherry Oloroso.
FRI
Ur c’hempoues brav etre notennoù frouezhet prun mirabel hag aouravaloù, hag ivez un tu ispiset gant blaz vanilhez
BEG
Ur sailhad dous tre ha ront war geze mel, luzierezh ar produ a en em ziskouez war-lerc’h gant notennoù ispiset, un tammig koadeg ha froezhet azv en un taol en un dalc’hañs brav.
DIC’HOUT
Hir tre, gant notennoù busku ha koñfitur orañjez.
46% – 70cl
Azvadur : Azvet en ur fust bourbon
Armorik Classic a zo dizoc’h un argerzh koshaat graet e fustoù bourbon a oajoù disheñvel. Dous, oleveg ha lipous, lakaat a ra war wel kalite ar c’hoshaat war an arvor breton hag ampartiz hon mestr magazennoù.
FRI
Kreñv ha puilh. An edoù un tammig ispiset a zeu er-maez da zigentañ, heuliet gant ur pikad munud a frouezh a bellvro (mang, frouezh an entan).
BEG
Ur sailhad war ar frouezh fresk (pechez hag abriko) hag un douster a ya war vlaz ar vanilhez hag un dalc’hañs brav. Notennoù skañv krazerezh a zeu asamblez gant dalc’hañs oleveg ha nerzh ar wiski.
DIC’HOUT
Ur pad brav, beo ha gredus, gant ur pikad munud iod.
46% – 70cl
Azvadur : Azvet en ur fust sherry Oloroso
Armorik Sherry Cask, a zo koshaet e fustoù sherry Oloroso. Perzhioù hemañ a en em ziskouez gant notennoù ispiset ha frouezh koñfitet a zeu da gaeraat blaz ar frouezh a ra eus Armorik ar pezh an hini eo. Ar wiski-mañ, lipous tre, a zemez pinvidigezh ar broioù breton ha spagnol.
FRI
Kreñv, fin tre ha kaer, merket ez soutil gant ar sherry. Milzinded ar vanilhez hag an aouravaloù a zo sasunet gant ul livadenn blaz ment ha frouezh sec’h.
BEG
Kempoues tre, tout e ronted, gant notennoù koavenn devet, prun sec’h hag amandez krazet.
DIC’HOUT
Un tammig blaz vanilhez, gredus abalamour d’ar Sherry, hag ispiset.
Uzin lambig Warenghem a brodu ivez Koublajoù a ya dindan ar merkoù GALLEG, Breizh ha WB.