46% – 70cl
Azvadur : Azvet en ur fust Bourbon ha da c’houde en ur fust Sherry Oloroso
D’e gavout: Un heuliad termenet a 2 000 boutailhad
Azvet e-pad 10 vloaz en hon magazennoù en ur fust Bourbon ha da heulia en ur fust Sherry Oloroso, ar version-mañ eus Armorik a zizolo un diorroadur nevez dianavezet eus blaz frouezh hon strilh ; ur c’hempoues etre nerzh had ronted kaereet gant un darzhadenn frouezh a bellvro hag ur notenn a bebr.
FRI
Nerzhus, gant ur c’hempoues brav etre ar blaz frouezh hag ar pastezerezh. Notennoù frouezh a bellvro ha kroasañiou amandez a zo kaereet gant ur pikad munud a garamel gant blaz vanilhez
BEG
Ur sailhad bev gant aouravaloù. Ar ronted a heuilh da c’houde, gant un darzhadenn a frouezh ha sirop skav-gwrac’h
DIC’HOUT
Hir tre, frouezhet tre gant ur pikad munud a bebr
46% – 70cl
Azvadur : Azvet en ur fust Bourbon
D’e gavout : un heuliad termenet a 2 000 boutailhad
Armorik Triagoz a zo ur gwazoniach da inizi gouez an Treoger (Triagoz e galleg), er-maez eus arvor ar Vein Ruz. Hemañ eo kentañ malt a ouenn mogedet an uzin lambig : ur gejadenn etre perzh pinvidik ha frouezhus Armorik ha notennoù dilikat a douarc’h.
FRI
ar c’hentañ fri a zigas ar frouezh (pechez gwenn ha per), heuliet diouzhtu gant an touarc’h (notennoù louzaouerezh, kroazig) gant ur pikad munud a vlaz vanilhez
BEG
Ur sailhad war geze ar c’hoad tan, gredus hag ispiset. Ronted gant notennoù freskijenn (sitron). An holl asamblez gant un notenn a voged padus
DIC’HOUT
Padus tre war geze al ludu, ar per ha notennoù a bebr
46% – 70cl
Azvadurn : Azvet en ur fust derv breton
D’e gavout : un heuliad termenet a 2 000 boutailhad
Dervenn signifie « chêne » en breton. Deuet diwar ur c’henlabour a 15 bloaz gant toneller diwezhañ tout Breizh. Ar fustoù-mañ, implijet abaoe pell-zo evit hon Armorik Double Maturation, a zo hiziv an deiz enoret en heuliad termenet-mañ.
FRI
Nerzhus ha luziet gant notennoù pastezerezh blaz mel ha frouezh azv tre hag ispisoù
BEG
Pinvidigezh ar fri a adkaver er beg. Ur sailhad bev war geze ar mel heuliet gant ur ronted brav hag un dalc’hañs dispar. Notennoù ler a en em vesk gant blaz jenoflez ha figez.
DIC’HOUT
Hir tre. Kreñv hag ispiset. Dizoloiñ a ra tu mogedet ar produ a en em vesk gant blaz frouezh ar strilh.
46%, 70cl
Ur boutailhadeg enk, deuet er-maez e 2019 evit boutik an uzin.
War-lerc’h bezañ bet koshaet tri bloaz e fustoù bourbon, ar malt a ouenn dispar-mañ en deus pasaet tri bloaz ouzhpenn en ur fust Madère hepken.