+33(0)2 96 37 00 08

 


 

Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion

 



info@distillerie-warenghem.com

 

 


 

 

Pelec’h kavout hon wiskioù ?

 

 


 

 

Stal

 

Image thumbnail

Hon maltoù a ouenn

Armorik Double maturation

46% – 70cl

 

Gwir arouez spered ar strilherezh, an Armorik-mañ a lak war wel kalite he gouzout-ober kement hag he zommder ouzh douaroù Breizh. O kenlabourat asambles gant ur barazer deus ar vro he deus bet ar strilherezh fustoù dibar e koad derv deus Breizh. Kozhañ a ra Armorik Double Maturation enne meur a vloavezh-pad a-raok bezañ eilpodet e fustoù sherry evit un eil koulz dareviñ.

Aozet diwar heiz gall o tont eus al labour-douar biologel ha strilhet en hon lambigoù « pot stills » hengounel, e tiskouez hon c’hoant da grouiñ ur single malt dispar a vefe skeudenn ar perzh breizhek : ur wiski  pinvidik ha frouezh-blazet, doujusoc’h ouzh an endro.

Bet en deus priz ar « gwellañ wiski single malt en Europa » er World Whisky Awards 2013 ha « Double Gold » er « San Fransisco World Spirit competiton ».

FRI
Ur c’hempoues brav etre notennoù frouezhet prun mirabel hag aouravaloù, hag ivez un tu ispiset gant blaz vanilhez

BEG
Ur sailhad dous tre ha ront war geze mel, luzierezh ar produ a en em ziskouez war-lerc’h gant notennoù ispiset, un tammig koadeg ha froezhet azv en un taol en un dalc’hañs brav.

DIBENN
Hir-mat gant notennoù spisoù, kachenn ha koñfitur orañjez.

Armorik Classic

46% – 70cl

 

Armorik Classic zo disoc’h ar c’hozhañ e fustoù bourbon a bep oad.

Dous, c’hwek ha lipous e lak war wel kalite ar c’hozhañ war aodoù Breizh ha gouzout-ober hor mestr-kav.

Aozet diwar heiz gall o tont eus al labour-douar biologel ha strilhet en hon lambigoù « pot stills » hengounel, e tiskouez hon c’hoant da grouiñ ur single malt dispar a vefe skeudenn ar perzh breizhek : ur wiski  pinvidik ha frouezh-blazet, doujusoc’h ouzh an endro.

Medalenn aour er « San Fransisco World Spirit competiton » ha medalenn arc’hant en « International Spirits Challenge 2021 » hag en « International Wine & Spirit Competition 2021 ».

FRI
Puilh ha kemplezh. Edaj un tamm spiset da gentañ hag ur begad frouezh a-bell vro (mangez, pasion).

GENOU
Blaz ar frouezh fresk er penn-kentañ (pechez hag abrikez) ha blaz dous gant notennoù vanilhez. Notennoù kraz skañv a ya asambles gant an tañva eouliek ha nerzh ar wiski.

DIBENN
Hir-mat, kreñv ha tomm, gant ur begad iod.

Sherry Cask

46% – 70cl

Armorik Sherry Cask a zo savet e fustoù sherry Olorosso. Implijet dre hengoun evit ar wiski skosad, ar fustoù-se o doa servijet a-raok d’ober gwin Xeres, ur gwin damheñvel ouzh Pineau des Charentes. Kavout a reer en Arvorik-mañ blaz ar spisoù hag ar frouezh koñfizet a lak war wel blaz frouezh heverk an Armorik. Ar wiski lipous-mañ a ra al liamm etre terroueroù pinvidik Breizh ha reoù Bro Spagn.

Aozet diwar heiz gall o tont eus al labour-douar biologel ha strilhet en hon lambigoù « pot stills » hengounel, e tiskouez hon c’hoant da grouiñ ur single malt dispar a vefe skeudenn ar perzh breizhek : ur wiski  pinvidik ha frouezh-blazet, doujusoc’h ouzh an endro.

Medalenn aour er « San Fransisco World Spirit competiton 2017» hag en « International Spirits Challenge 2021 » ha medalenn arc’hant e « Concours Général Agricole 2019 ».

FRI
Puilh, fin ha kran, c’hwezh soutil ar sherry ennañ. C’hwezh lipous ar vanilh hag an aouravaloù kreñvaet gant un tamm ment ha frouezh sec’h.

GENOU
Kempouez-mat, ront, gant notennoù koaven-suilhet, pruneoz hag alamandez krazet.

DIBENN
Un tammig vanilh,  tommder ar sherry, ha spisoù.

Hon wiskioù all

Un uzin lambig artizanel hag artizaned entanet, labourad a reomp ivez war versionoù dousoc’h eus Armorik, pe c’hoazh koublajoù a galite graet gant ouzhpenn ur seurt ed.

Armorik Edition Originale

40%, 70cl

E orin breizhek en deus kizellet doare Armorik, wiski breizhek single malt kentañ. Strilhet e vez div wech e lambigoù kouevr hengounel, ha lakaet da gozhañ bloavezhioù-pad e fustoù koad derv en hon c’havioù e Breizh ma vez roet dezhañ gant ar mor, an avel, ar glav arlivioù soutil an ene keltiek.

Aozet diwar heiz gall o tont eus al labour-douar biologel ha strilhet en hon lambigoù « pot stills » hengounel, e tiskouez hon c’hoant da grouiñ ur single malt dispar a vefe skeudenn ar perzh breizhek : ur wiski  pinvidik ha frouezh-blazet, doujusoc’h ouzh an endro.

Notenn tañva

Liv : Aour

Fri : Fin ha kran, war notennoù bleunioù ha frouezh (avaloù, aouravaloù)

Genou : Ront ha frouezh-blazet da gentañ, spiset un tamm, sublimet gant notennoù koad c’hwek. Mor blazet hag iodet skañv war ar staoñ .

Dibenn : Skañv gant notennoù moged hag edaj

Armorik Sherry Finish

40%, 70cl

E orin breizhek en deus kizellet perzhioù Armorik, wiski breizhek single malt kentañ. E fin ar prantad kozhañ kentañ, lod deus fustadoù Armorik zo bet eilpodet e-barzh fustoù a oa bet Xeres (pe sherry) enne evit un nebeud mizioù ouzhpenn. Sublimet eo blaz frouezh naturel Armorik gant notennoù tomm frouezh sec’h ha pruneoz merk deus ar Xeres.

Aozet diwar heiz gall o tont eus al labour-douar biologel ha strilhet en hon lambigoù « pot stills » hengounel, e tiskouez hon c’hoant da grouiñ ur single malt dispar a vefe skeudenn ar perzh breizhek : ur wiski  pinvidik ha frouezh-blazet, doujusoc’h ouzh an endro.

Notenn tañva 

Liv : goularz

Fri : Ront ha tomm, degas a ra da soñj frouezh koñfizet gant un dakenn chokolad

Genou : Bliv ha blaz koad fin, e ya war rontaat gant notennoù mor hag edaj.

Dibenn : hir ha plijus, spiset hag iodet c’hwek.

Armorik Roch Du

40%, 70cl

Vieilli en fûts de chêne, Armorik Roc’h Du est la version légèrement tourbée d’Armorik.

Roc’h Du, « Roche noir » en breton, a tout du fruité d’Armorik Edition Originale, sublimé par de délicates notes de tourbe.

Nez : Révèle une tourbe légère, immédiatement accompagnée de fruits frais (pêche, poire).

Bouche : L’attaque est douce et fraiche sur les fruits, suivi du côté chaleureux du feu de bois.

Finale : Une note de fumée persistante, légèrement poivrée.

Uzin lambig Warenghem a brodu ivez Koublajoù a ya dindan ar merkoù GALLEG, Breizh ha WB.