+33(0)2 96 37 00 08

 


 

Distillerie Warenghem – Route de Guingamp, Boutill, 22300 Lannion

 



info@distillerie-warenghem.com

 

 


 

 

Pelec’h kavout hon wiskioù ?

 

 


 

 

Stal

 

Image thumbnail

Hon uzin lambig

Hon istor

Leon Warenghem a savaz an uzin lambig

1añ miz gouere 1900

An uzin lambig a oa savet e Lannuon, war arvor ar vein ruz, gant ar familh Warenghem e fin an XIXvet kantvet. Léon Warenghem, ar fondatour, deuet eus hanter-noz ar Frañs, hag e heritourien, o doa bet kentañ gonidoù an uzin lambig dre o likeurioù plant. Elixir d’Armorique (‘dour a vuhez an arvor’), ur meskach 35 plantenn, a oa produ anavezetañ an uzin, roet prizioù a beb seurt dezhañ e diskouezadegoù etrebroadel ar mare, hag ur brud vad etrebroadel, dre-holl an tu all d’ar mor Atlantel. Bepred e vez graet an Elixir ba’n uzin.

Henri Warenghem, a heuil e dad hag a zalc’h gant al labour komañset gant al likeurioù.

1919

Henri Warenghem a zalc’h da grouiñ likeurioù hag astenn niver produioù an uzin lambig gant likeur ment, kasi ha memez unan graet ga lambig kerez. An uzin a ra brud dezhi hec’h unan dre rouedadoù groserien ha marc’hadourien win kornôg ar Frañs.

Paul-Henri Warenghem a en em geñver gant Yves Leizour. An uzin lambig a zo diblaset da dachenn mammenn Rest Avel.

1967

E 1967, Paul-Henri, ar Warenghemad diwezhañ, a en em geñver gant Yves Leizour. Kresk a reont niver al likeurioù istorel ha heuliañ a reont diorroadur ar pennañ tier gwerzañ e Breizh. E 1974, Paul-Henri Warenghem hag Yves Leizour o doa treusplantet an uzin lambig eus kreiz kêr Lannuon da lez kêr, pil a uz da vammenn Rest Avel *`{`war uhelderioù kêr`}`.

Gilles Leizour a gemer an uzin lambig hag en em laka da strilhañ wiski.

1983

E derou ar bloavezhioù 80, Gilles leizour, apotiker dre stummadur, a gemer lec’h e dad.<br /> Gant ar c’hwant da adlañsañ an uzin lambig, Gilles Leizour a laka en e soñj troiñ ar c’hoñvers etrezeg produiou rannvroel ha krouiñ a ra ar chouchenn Melmor. Bepred o klask gwellaat ha padusted evit an uzin lambig, Gilles Leizour a ziviz, gant skoazell Bernard Le Pallec, ar rener koñvers, da en em avanturiñ en ur bariadenn leun a riskloù : lañsañ ar c’hentañ wiski 100% breton ... ha gall.

Lañsañ ar 1añ wiski breton, ar WB

1987

War-lerc’h kalz taolioù-esae, ar wiski breton WB, ur c’houblad ennañ 25% wiski malted ha 75% wiski greun, a zo lakaet e gwerz gant gonid e 1987.

Sevel ar 1añ uzin lambig dediet da’r wiski er Frañs

1993

E 1993, o peurwellaat e ampartiz, Gilles Leizour en doa lakaet sevel un uzin lambig dediet penn-da-benn d’ar wiski, hag ekipet gant daou strilherezh kouevr war batrom re an uzinoù lambig skoseg.

Lañsa Armorik – ur malt a ouenn breton.

1998

Armorik, kentañ malt a ouenn Breizh hag ar Frañs, a oa lañset ez ofisiel e 1998. Dond a ra ar malt a ouenn-mañ prim da vezañ lusker an uzin lambig.

Armorik Double Maturation a zo anvet « Gwella Malt a ouenn an Europ »

2013

Anvet eo Armorik Double maturation ar gwellañ wiski europat er World Whiskies Awards e 2013, ha da c’houde ur vedalenn aour doubl en dez er San Francisco World Spirits Competition 2014. Heuliadoù all Armorik, Armorik Classic hag Armorik Sherry, a vo loreet hag e teuont da gadarnaat brud vad ar malt a ouenn-mañ. An anaoudegezh etrebroadel-mañ a bermet d’ar malt a ouenn Armorik da vezañ gwerzhet ba’r bed a-bezh (ar Sued, ar Stadoù-Unanet, ar C’hanada, an Aostrali, ar Japon, kuz-heol an Europ).

David Roussier a zalc’h gant koñvers ar familh. Krouidigezh ar Meneg Douaroniel « Wiski Breton »

2015

Gilles Leizour a ya war e leve e 2016 ha David Roussier, e vab-kaer, a oa deuet d’an uzin lambig e 2009, a zeu war e lerc’h e penn an embregerezh, o kendelc’hel ar labour sevenet. Kemer a ra an uzin lambig perzh e krouidigezh ar Meneg Douaroniel « Whisky Breton » a warantis dre-se peb « Whisky Breton » a vo breset mat, goet, strilhet ha koshaet e Breizh.

Savet e oa bet ur vagazenn ouzhpenn ha digoret e oa bet tachenn degemer Armorik

2019

Labourioù bras graet evit sevel diou vagazenn nevez a bermet tridoublañ ar stalad wiski a zo o koshaat, hag ivez eo bet savet un dachenn degemer nevez, gant ur sal vannañ, un dachenn diskouezadeg hag ur sal lipouziri. An uzin lambig he deus bed ar sertifikad Entreprise du Patrimoine Vivant. Roet gant ar Stad gall, ar sertifikad-mañ a enor evit o gwellentez an embregerezhioù gall gant ampartiz artizanel hag ijinerezhel.

Ar skwer a zalc’homp stard dezhi

Armorik a oa ganet e Breizh en uzin lambig Warenghem.

Lañset e Lannuon, en Aochoù an Arvor, war arvor ar vein ruz. Uzin lambig Warenghem a zo ur produer evachoù kreñv digabestr renet gant ur familh abaoe ouzhpenn kant vloaz.

En uzin, omp anaoudeg eus hon kiriegezh holleg e-keñver kontantamant hon pratikoù, hag ivez kontantamant hon implijidi, hon keñvererien hag ar gevredigezh en hon korn-bro. Se a sinifi e vez lakaet pouez bras d’ar pennreolennoù a heuilh :

  • Lakaat ar pouez war an den, war an en-dro ha war ar galite ;
  • Lakaat hon divizoù da servija evit an hirbad :
  • Da glask evel pal ur c’hreskañs padus ha lodennet ;
  • Bezañ ur c’hoarier er vro a gemer perzh leun e-barzh buhez ar vro.

Savet e 1900 evit produiñ ar gwellañ likeurioù, hon uzin lambig en deus ouzphenn kant vloaz a skiant-prenet hag a ampartiz artizanel. E 1983, a drugarez da entan Gilles Leizour evit an nevezadur hag ar wiski, an uzin lambig a zo deuet da vezañ ar c’hentañ uzin wiski e Breizh. Heritour an istor-mañ, skipailh an uzin lambig a bezh a labour da grouiñ ur malt a ouenn dispar a vefe disked ar spered breton.

E 2019 e oa roet ar sertifikad Entreprise du Patrimoine Vivant (‘Embregerezh ar Glad Beo’) d’an uzin lambig. Roet gant ar Stad, ar sertifikad-mañ a enor evit o gwellentez an embregerezhioù gall gant ampartiz artizanel hag ijinerezhel.

Hon uzin eo ar c’hentañ uzin wiski en deus bet ar sertifikad-mañ er Frañs. Ar sertifikad a lore an holl labour graet gant skipailh an uzin asambles evit delc’hel un ampartiz hengounel, e-keit-se o telc’hel o strivadennoù evit ar wellentez.

Hon bro

Breiz, e zouar hag e dud, en deus goveliet spered ha blaz Armorik.

Staget d’hon bro, e soñjomp anezhi evel un tamm a-bezh-kaer eus fardadur hon wiski : hon dour deuet er-maez eus ur faout greunvaen, pil dindan an uzin lambig ; eus an edoù a orin biologel (ed breton ha heiz breton ha gall), heb ankouaat an hin a vor liammet da arvor hanter-noz Breizh … An holl en-dro an hini eo a c’hovel blaz hon wiski.

Ur sevenadur eo ivez, hini Bro Dreger, krouet gant dremmoù douar heb par Bro an Arvor e lec’h ma leusk an aochoù gouez o flas da saonennoù don druz ; ur vro a hengoun gant ur spered breton dreist, ur sevenadur krouet gant youll ha kuriusted a vroch ahanomp d’an nevezadur.

Ar Meneg Douaroniel « Whisky Breton »

E 2015, en doa kemeret an uzin lambig perzh e krouidigezh ar meneg douaroniel Whisky breton, ur en deus permetet da zifenn ha da avañsiñ ar « Whisky Breton ».

Ar meneg douaroniel a zigas ivez ur gouestl treuswelded evit karourien wiski. Dre-se peb « Whisky Breton » pe « Whisky de Bretagne », a c’hle respontiñ da ur c’haier kargoù goulennus hag a warantis e galite hag ampartiz ar strilhour. Dre-se eo ret d’hon wiski bezañ breset, goet, strilhet, ha koshaet e Breizh.