CHOUCHENN

Wiski Breizhek Single Malt | 70cl | 46%

Ar chouchenn, mez Breizh, a zo unan eus an evajoù koshañ e Breizh, liammet ouzh gouelioù keltiek ha sevenadur ar mel. Armorik Small Batch Chouchenn a zo bet ganet eus ar soñj lakaat div hengoun vrezhon da gaozeal : ar wiski hag ar chouchenn. Kozhaet e barrikennoù chouchenn hag e barrikennoù dero Breizh, ar single malt-mañ a ziskouez un dousted mel breizhek-rik hag un dibenn lipous-tre. Ur wiski hag a zalc’h kreñv d’e wriziennoù keltiek.

“Ar mel a zegas pinvidigezh c’hwezh-vat ha dousted, tra ma kreñva dero Breizh ar sukrusted evit un dibenn lipousoc’h c’hoazh, tost da vezañ ur bonbon.”
Erwan Lefebvre, mestr-kav

Notennoù blaz

Liv
Alaouret | Gant lugernoù goularz.
Fri
Birvilhus | Kreñvder ar mel (koar e penn kentañ). C’hwezhioù dienn vanilhez ha goude un nebeud notennoù plant (rozmarin, dero).
Genoù
Dous ha fresk | Ur gwir vonbon mel, freskted vent skañv, framm brav gant c’hwezhioù barrikenn dommet (vanilhez, tach-jenofl).
Dibenn
Hir-tre | C’hwezh koar gwenan, vanilhez hag ur begig pebr skañv.

Hon holl wiskioù

MEN RUZ

MEN RUZ

Ront & frouezhus

10 VLOAZ

10 VLOAZ

Signature

15 VLOAZ

15 VLOAZ

Embannadur strishaet

18 VLOAZ

18 VLOAZ

Embannadur rouez

DASTUMAD HÉRITAGE
SHERRY CASK

SHERRY CASK

Oloroso Sherry butt

Dastumad Breizh