ARMORIK
WHISKY
CLUB

Hon istor

 

Armorik, ar c’hentañ single malt e Bro-C’hall, a zo bet ganet e Breizh e distilerezh Warenghem. Savet e Lannuon, en Aodoù-an-Arvor, war Aod ar Maen Glas, hon distilerezh a zo dizalc’h hag en dorn ur familh abaoe ouzhpenn 100 vloaz. Savet e 1900 evit ober ar gwellañ gwirodoù, he deus muioc’h eget ur c’hantved a skiant-prenet hag a ouiziegezh artizan.
E 1983, a-drugarez da virvilh Gilles Leizour evit an nevezadurioù hag ar wiski, eo deuet da vezañ ar c’hentañ distilerezh wiski e Breizh. Abaoe ouzhpenn 20 vloaz e tiskouez hon distilerezh he gouiziegezh hag he barregezh er wiski gall. Gant krouidigezh Armorik e 1998 omp bet ar re gentañ o lañsañ ur Wiski Breizhek Single Malt. Abaoe e kresk hor brud hep paouez hag Armorik a c’hounez blaz kalz a garourien.

Evit trugarekaat anezho ha kregiñ ur c’haozeadenn ganto e kinnigomp dezho dont e Chai n°4, Klub Wiski Armorik. Krouet evit bodañ karourien ar wiski, hag Armorik dreist-holl,
Chai n°4 a zo digor d’an holl.

E bal : krouiñ ul lec’h tomm ha kendaelus en-dro
d’ur gumuniezh entanet.

Gant an anv Chai n°4 e ra an distilerezh dave d’he c’havioù kozhañ. Gant 3 c’hav hiziv a ziwall muioc’h eget 6000 barrikenn, eo deuet ar soñj da zigeriñ ur 4vet, dizanvez : ar c’hav-se a vefe al lec’h emgav gwir ha niverel evit holl izili ar c’hlub hag a vodfe karourien Armorik Single Malt.

AR C’HLUB
CHAI N°4

Digorit dorioù Chai N°4

Abaoe ouzhpenn 20 vloaz e tiskouez hon distilerezh he gouiziegezh hag he barregezh er wiski gall. Gant krouidigezh Armorik e 1998 omp bet ar re gentañ o lañsañ ur Wiski Breizhek Single Malt.

Abaoe e kresk hor brud hep paouez hag Armorik a c’hounez blaz kalz a garourien. Evit o zrugarekaat ha kregiñ ur c’haozeadenn gant ar gumuniezh-se e kinnigomp dezho dont e Chai n°4, Klub Wiski Armorik.

Gounidoù dibar

BOUTAILHADURIOÙ
DIBAR MIRET
EVIT AR C’HLUB

Bezit ar re gentañ o tizoleiñ hor c’heleier ha kemerit perzh en ur ginnig ho mennozhioù war tikedennoù nevez pe war dibab ar barrikennoù evit boutailhadurioù Chai n°4.

Rakdiskouezadennoù
hon embannadurioù
strishaet

Profitit eus heuliadoù gouestlet ispisial d’izili ar c’hlub, boutailhadurioù dibar hag embannadurioù a-ziforc’h.

Gweladennoù dibar
en distilerezh

Kemerit perzh evit netra er gweladennoù “Dizoloadenn” en distilerezh.

Darvoudoù gouestlet ha perzh
e buhez ar c’hlub

Souezhadennoù ha darvoudoù a vo aozet alies, evit en em gavout en distilerezh ha tañva asambles wiskioù Armorik.