SHERRY CASK
Wiski Breizhek Single Malt | 70cl | 46%
Armorik Sherry Cask a zo emgav daou dachenn-douar : hini Breizh hag hini Andalouzia. Savet penn-da-benn e barrikennoù Sherry Oloroso – ar barrikennoù dero bras-se implijet da gentañ evit ober Xérès – ar wiski-mañ a ziskouez un tu all eus distilladenn Armorik.
Spisus, lipous, tomm : ar Sherry Cask a unan pinvidigezh tachenn-douar Breizh ha donder ar barrikennoù spagnol.
“Kozhaet e barrikennoù Sherry Oloroso, ar single malt-mañ a ziskouez c’hwezhioù lipous a frouezh sec’h ha notennoù dilikat a fiez sec’h.”
Erwan Lefebvre, mestr-kav
Notennoù blaz
- Liv
- Goularz.
- Fri
- Kreñv ha dilikat | Notennoù lipous a vanilhez hag a sitrused, gant ur begig frouezh sec’h hag ur pikol vent.
- Genoù
- Kempouez ha ront | Notennoù dienn-losket, prun, fiez sec’h ha kraoñ-kelvez rostet.
- Dibenn
- Tomm | Vanilhezet skañv, war ar sherry hag ar spisoù.
Hon holl wiskioù









