GWRIZIENNET E BREIZH
DISTILEREZH ARMORIK
KIZELLET GANT HIN BREIZH
War zouaroù keltiek, kerent da Vro-Skos ha da Iwerzhon, en deus lakaet Distilerezh Armorik e lambigoù pot still e Lannuon, e Bro-Dreger, war Aod ar Maen Glas. Pionerien ar wiski breizhek, ni eo ar c’hentañ single malt gall.
Amañ, kizell ar barradoù-avel he deus kizellet gweledvaoù a gaerded gouez. An avel sall, ar glav puilh, an temperadurioù dous ha reizh – an hin keltiek dibar-mañ a ro e stumm da bep barrikenn a gozha en hor c’havioù hag a lez e roud war pep boutailh Armorik.
Al liamm don-se etre ur vro hag ur wiski a vez anavezet gant an Arouez Douaroniel Wiski Breizh, ofisiel abaoe 2015. Armorik a zo unan eus an izili-diazezer.
ISTOR
DISTILEREZH ARMORIK
GOUIZIEGEZH ARMORIK
HOR MICHEREZH

AN HEIZ
Hon heiz a zo gall, breizhek ha bio abaoe 2021. Tost da hanter hon ezhommoù a vez eostet e Breizh e-touez labourerien-douar ar vro. Gwell eo ganeomp an hentadoù berr hag e kreñvaomp hon engouestl evit hor bro.

AN DOUR
Glan ha sklaer, e vez tennet eus donder maen-greunn an distilerezh. Un dour a zoug ennañ minerelezh isdouar Breizh. Postet ez eus bet kalz en distilerezh evit gwareziñ an dourenn-se ar muiañ ar gwellañ, e kementad hag e perzhded.

AR BRAZAÑ & AR GOADUR
Brazañ a reomp gant 3 dour an eil war-lerc’h egile da 63, 84 ha 94°C. 5 800 L a vezv a vez tapet dre batch, da lavarout 620 L a zistilladenn evit pep brazadenn. Hir eo ar goadur, e kibelloù dir-dizergel pe koad serret, gant daou seurt goell sec’h.
An distilladur
Distilladur doubl e lambigoù kouevr hengounel, a seurt pot still, awenet gant Bro-Skos ha graet e Bro-C’hall.
Al lambigoù-se, gant hon distilladurioù gorrek, a ra dibarelezh c’hwezh-vat hon distilladenn Armorik, ront ha frouezhus.
AR C’HOZHAÑ
Pionerien ar wiski gall, hon eus savet un dastumad a ouzhpenn 6000 barrikenn – unan eus ar re liesseurtañ e Bro-C’hall.
Div familh a zo : ar barrikennoù hengounel (bourbon, sherry, porto, madeira…) a stag hor wiskioù ouzh hengoun bras ar wiski, ha barrikennoù hon tachenn-douar breizhek (dero Breizh, chouchenn…) a ra hon dibarelezh penn-da-benn.
An aozañ
Erwan Lefebvre eo hor mestr-kav abaoe ouzhpenn 10 vloaz.
A-drugarez d’hon dastumad barrikennoù en deus ur baletenn c’hwezh-vat dibar evit aozañ hor c’hemmeskadoù ha mirout an neudenn ruz a ra eus un Armorik un Armorik bepred, n’eus forzh peseurt doare.
Graet e vez pep wiski Armorik en hon distilerezh e Lannuon, eus ar brazañ betek ar voutailhañ.